Film NOZ

Goulennoù diwar ar film « noz » diskouezet er sinema « Les Balladins » d’ar meurzh 5 a viz here 2021, bet sevenet gant Soazig Danielloù.

Goulennoù diwar ar film « noz » diskouezet er sinema « Les Balladins » d’ar meurzh 5 a viz here 2021, bet sevenet gant Soazig Danielloù.

Sinopsis : « C’hwezek vloaz goude ur gwalldaol bombezenn e teu Kevin er-maez eus an toull-bac’h. Distreiñ a ra da Vrest, c’hoant gantañ adskoulmañ al liamm gant familh e vignon Lomig, lazhet er gwalldaol… « 

1-Ho film kentañ eo ? N’eo ket, graet he deus bet teulfilmoù hag ur film hir « al lann vras » e 2013

2-Un istor gwir eo ? N’eo ket, ijinet eo bet ganti an istor.

3-Petra en deus awenet an istor ? Pegeit zo emañ an istor-mañ en ho penn ? Klevet he doa un istor familh gant un c’hrennard evel-se.

4-’Blam da betra eo anvet ar film « noz » ? Peogwir eo bet graet ar gwalldaol diouzh noz ha pa eo tec’het Mael e oant o klask anezhañ diouzh noz ha roet diskoulmoù an istor.

5-Ar film zo bet graet e galleg hag eilmouezhiet goude e brezhoneg ? N’eo ket, graet eo bet penn da benn e brezhoneg.

6-Pegeit amzer ho peus bet ezhomm evit kavout an aktourien ? Ur bern amzer zo bet ezhomm evit kavout tout an aktourien, dreist-holl an haroz Mael. (2 vloaz) , klasket he deus en skolajoù ha liseoù norz Penn ar Bed hag a-benn ar fin eo bet kavet

7-Pet kasting ho peus graet ? Pet aktour a zo ? Ur bern kasting zo bet graet evit kavout war dro 50 aktour.

8-Pegeit amzer en deus kemeret ober ar film ? Etre tout zo bet ezhomm 5 bloaz etre skrivañ, kavout aktourien ha filmañ a zo padet 6 sizhun.

9-Pelec’h eo bet filmet ? Pelec’h ho peus filmet ? E Brest eo bet filmet dreist-holl hag e Plougastell.

10-Pegement en deus koustet ar film ha penaos ho peus kavet an arc’hant ? 450 000 euro en deus koustet ar film, bet he deus arc’hant gant Kêr Vrest, departamant Penn ar Bed, Rannvro Breizh, chadennoù tele (Frañs 3, Tebeo …) hag ar Redadeg.

11-Diaezamantoù zo bet gant ar film ’blam d’ar c’hovid pe traoù all evel an amzer, tud klañv … ?

N’eus ket bet diaezamantoù gant ar c’hovid peogwir e oa achu ar filmañ a-raok ar c’henfinañ 2020.

12-Perak ho peus savet ur film e brezhoneg kentoc’h evit e galleg da diskouez da vuioc’h a dud ?

Evit digeriñ ar brezhoneg da dud all, peogwir e plij brezhoneg dezhi hag eo gwelloc’h dezhi labourat e brezhoneg. N’eus ket kalz a filmoù e brezhoneg.

Eilmouezhiet (troet) eo bet e yezhoù all ? N’eo ket bet eilmouezhiet e yezhoù all (betekhenn)

- Piv en deus savet ar sonerezh ? Perak choaz ar sonerezh-se er vandenn vrudañ ? Ur paotr eus Roazon anvet Vincent Burlot en deus savet ar sonerezh.

Penaos eo bet savet ar vandenn vrudañ rak n’eo ket gwall sklaer ? Evit ar suspeñs eo bet graet ar vandenn vrudañ evelse.

Filmet ho peus kentoc’h er maez pe en ur studio ha petra zo kaoz ? Filmet eo bet e Brest peogwir e plij ar gêr-se dezhi klazig.

- Peseurt tamm pe arvest eus ar film a blij deoc’h ar muiañ ha pehini eo an hini displijusañ ?

An arvest er c’hebab a blij dezhi peogwir zo ur gwir eskemm etre Kevin ha Mael.

- ’Blam da betra eo diaes kavout bruderezh war internet e brezhoneg diwar ar film (sinopsis …)

Peogwir he deus c’hoant e vefe gwelet ar film gant tud ivez ha ne oaront ket brezhoneg.

- Ur bern tud o deus gwelet ar film dija ? Ur priz ho peus bet evit ar film-mañ pe reoù all ?

Oc’h ober un droiad emañ gant he film un tamm e pep lec’h e Breizh ha gwelet e vo war Frañs 3 e miz du. N’he deus bet priz ebet c’hoazh evit ar film-mañ met evit « al lann vras » he doa bet ur priz.