Skolaj Charlez ar Govig vs skolaj Mezkoad, e Landerne

Skolajidi klasad 6vet divyezhek ar skolaj Charlez ar Govig o deus kemeret perzh en eskemm a veze aozet abaoe pell gant ar skolaj Mezkoad, e Landerne. Graet e oa bet e 2019 evit ar wech diwezhañ, ha chomet e oa a-sav e-pad ur prantad abalamour d’ar C’hovid.

Da gentañ e oa aet skolidi Bro-Dreger da Landerne, evit al Lun hag ar Meurzh, hag herberc’hiet e oant bet e familhoù o c’henskriverien. Gellet o doa dizoloiñ kreiz-kêr Landerner dre ur c’hoari-enklask,. Da c’houde e oant bet o weladenniñ abati Daoulaz, o vale el liorzh hag o kemer perzh en un atalaer evit kompren mont-en-dro al luc’hskeudenniñ arjantek. Ur prantad o doa bet ivez er Fun Park e Dirinon, ha lod anezhe a bleustre gant an akrobrañch evit ar wech kentañ.

D’ar merc’her e oa distroet ar strollad war-du Lannuon, ha chomet a-sav hanter-hent evit gweladenniñ Karn ragistorel Barnenez, ha c’hoari war an traezh da c’houde. Degemeret e oa bet skolidi Landerne er familhoù e Lannuon.

En Ekokreizenn Peuveur-Bodou e oa bet ar skipailh d’ar yaou, evit ur weladenn heñchet diwar-benn an energiezh, ha warlec’h e kreiz-kêr Lannuon. D’ar gwener en dibenn e oa aet an holl war-vor, evit un droiad tost ouzh an inizi Jentilez. Morskouled, goded, poc’haned e-leizh a oa deuet d’en em diskouez d’ar skolidi. Hag un dro-vale war Aod ar Vein Ruz evit klozañ !

Voir en ligne : L’article du télégramme (en français)