Emgav gant Eric Robert, ti-kêr Lannuon

Bezañ dilennet e ti-kêr Lannuon

Komzet hon eus gant Eric Robert evit kompren penaos eo bezañ dilennet e ti-kêr Lannuon. Eil-maer e ti-kêr Lannuon eo Eric Robert, choazet eo bet gant ar maer, Paul Le Bihan.

Evit bezañ dilennet eo gwelloc’h bezañ gouest da gomz kalz dirak an dud, ha da gomz mat, met n’eo ket ur redi.

Eric Robert en deus lâret e oa ret karout an dud. Pa vez karet an dud gant an dilennidi o deus muioc’h a c’hoant da votiñ evito, ha goude eo ret tremen amzer oc’h ober war o zro. Ret eo kompren an dud ha bezañ d’en em lakaat en o flas. Ret eo seven hag asantiñ eskemm gant an dud.

Ret eo ivez kaout mennozhioù ha klask lakaat ger-stur ar Republik e pleustr : « Frankiz, Ingalded, Breudeuriezh ».

Pouezus eo bezañ gouest da verañ an arc’hant, dreist-holl evit ar maer hag an eil-maer e-karg eus an arc’hant.

Ezhomm zo da vezañ alies en ti-kêr. Skuizhus eo rak alies e vez emvodoù diouzh noz. An dud o deus ul labour a rank c’hwitañ war eurvezhioù-labour a-wechoù evit bezañ en ti-kêr ; nebeutoc’h a arc’hant a c’hounezont neuze. Evit-se int paet evit o labour-dilennad.

Miz Kerzu 2023, strollad ar re 6BC divyezhek.


poltred eric robert


Eric Robert, eil-maer e-karg eus ar c’hoskor